Menez daou - Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel

Menez daou - Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel

Альбом
Amzer an dispac'h !
Год
2010
Язык
`Пап'яменто`
Длительность
309730

Нижче наведено текст пісні Menez daou , виконавця - Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel з перекладом

Текст пісні Menez daou "

Оригінальний текст із перекладом

Menez daou

Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel

Didostit holl Vretoned, da glevet ur gentel

War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell

Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer

Disheñvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e kêr

Al labourer ' renk paeañ, paeañ e pep amzer

Paeañ tailhoù d’ar roue, bep bloaz teir pe beder

Ha pa renk paeañ e vestr, ma n’eo ket prest an arc’hant

Foar ' vez graet gant e zanvez, amañ an nec’hamant

Al labourer, goude-se, a vezo tamallet

Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet

Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc’het

Had e zanvez o vont kuit, n’eus netra da lavaret

En divezh, al labourer, baleet lec’h ma karo

E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo

Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ

Diwar brec’h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevañ

Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz

Ken na cheñcho penn d’ar vazh, ni na 'mo ket repoz

2+ мільйони текстів

Пісень різними мовами

Переклади

Якісні переклади всіма мовами

Швидкий пошук

Знаходьте потрібні тексти за секунди